From Wikipedia, the free encyclopedia
Gant ar sokioyezhoniezh pe ar gevredadyezhoniezh e vez studiet penaos e vez implijet ur yezh hervez reolennoù sevenadurel, politikel h.a. gant ur gevredigezh resis.
Ma'z eo gwir e c'hell cheñch an doare d'ober gant ur yezh a lec'h da lec'h (rannyezhoù), ken gwir all eo ma c'hell ar yezhoù cheñch hervez renkadoù kevredel ivez. Kevredyezhoù (saoz. sociolect) a c'hellfer ober eus an doareoù yezh-se.
Studiet e vez penaos e vez implijet lektennoù (d.l.e doare disheñvel e-barzh un hevelep yezh) hervez argemennoù kevredel, da lavaret eo bro-orin an dud, o statud ekonomikel, o live deskadurezh hag all, evit dont a-benn da gompren penaos e ra an dud evit krediñ lakaat ar re all en ur renkad kevredal pe unan all hervez an doare ma vez implijet ar yezh gante.
Peurliesañ, unan eus perzhioù pennañ yezhoù minoreleat evel ar brezhoneg eo an diouer a liveou yezh (pe rejistroù) disheñvel o vezañ ma'z eo bet komzet ur yezh diheñvel, deuet da vezañ ar yezh 'uhel' hervez teorienn an diglosia betek ma vez komzet ar yezhoù izel gant ur renkad pe un nebeud renkadoù tud resis, ha kollet gante neuze al liveoù yezh a c'hellfe bezañ implijet gant renkadoù all pe e degouezhioù 'formel'. Ur wir gudenn o tennañ da dachenn-studi ar Sokioyezhoniezh eo neuze an doare ma vez klasket unvaniñ seurt yezhoù ha dreist-holl lakaat anezhe da dizhout ivez ul live yezh uhel evit darvoudoù formel rak kollet eo bet al liveoù yezh-se gant ar re a ra gante bemdez evel yezh kentañ met n'o deus ket bet gellet mont da skol en o yezh ivez. Peurliesañ e sav ur stourm kevredel ha yezhoniel diwar seurt degouezhioù.
Argemennoù ar Sokioyezhoniezh
Dre vras, evit kregiñ gant ur studiadenn war dachenn ar yezhoniezh kevredel e vez dibabet ur standilhon diwar ar boblañs ha neuze mont da gomz gante evit tennañ dioute an titour a zo ezhomm evit kas da benn ar studiadenn dre dielfennañ an titour-se ha tennañ disoc'hoù diwarne. Hervez Lavov eo ret studial argemennoù (saoz. variables) kevredel, ar perzhioù-mañ gante da heul:
Alies a-walc'h ez eo an argemennoù o tennañ d'an doareoù da distagañ ar yezh hag a zo an aezetañ da studial hervez ar c'hriterioù-man. Met bez' e c'heller studial ivez perzhioù all o tennañ d'ar gerioù a vezont implijet pe c'hoazh strukturioù ar frazennoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.