Yezhoù pomeraniek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar yezhoù pomeraniek a zo ur strollad a rannyezhoù lec'hek komzet e-pad ar grennamzer war dachenn Pomerania. Tost int ouzh ar polabeg a veze komzet pelloc'h er su hag ar poloneg a gomzed er reter.
Goude stagadur Pomerania ouzh an Impalaeriezh Roman Santel hag he alamanekadur e voe kemeret o lec'h gant an alamaneg izel war an darn vrasañ eus o zachenn. Ar yezh pomeraniek vev nemeti hiziv eo ar c'hachoubeg komzet e Pomerania ar Reter. Ur rannyezh arall, ar slovintseg a dreuzvevas betek an XXvet kantved.