Yezhoù koiek-sanek
familh yezhoù / From Wikipedia, the free encyclopedia
Yezhoù orin su ha reter Afrika eo ar yezhoù koiek-sanek. E su Afrika e vezont komzet gant ar C'hoied hag ar Saned hag e reter Afrika gant an Hadzaed hag ar Sandawiz. Brudet ez int evit o c'hlikoù hag-eñv n'int ket ar yezhoù nemetiñ d'o implijout.
koiek-sanek - | ||
---|---|---|
Douaroniezh: | Su ha Reter Afrika | |
Renkadur genel: |
||
Disrannadurioù: |
yezhoù koek
Yezhoù Juu-ǂHoan
Yezhoù Tuuek
Sandaweg
| |
Ar familh yezhoù Afrika bihanañ e rummadur Greenberg ez int. N'asantont outi tout ar glaskerien, avat, hag implijet e vez alies an termen "koek-sanek" gant ur ster douaroniel kentoc'h eget genel, evel papouek pe aostraliek. Posupl eo ez eo Yezhoù Juu-ǂHoan ha Yezhoù Tuuek heñvel a-walc'h abalamour d'ur Sprachbund afrikan kentoc'h eget abalamour d'un darempred genel tra ma'z eo ar yezhoù koek embroidi nevez a-walc'h er rannvro. Ouzh ar sandaweg e kreiz Afrika e c'hellfe bezañ liammet ar re-mañ.
Kent astennadur ar vBantoued e komzed ar yezhoù-se e-barzh an holl reter ha su Afrika. Hiziv, avat, ne vezont kavet nemet e dezerzh Kalahari hag e kreiz Tanzania.
En arvar da vont da get ez eo darn vrasañ ar yezhoù-se ha darn vrasañ anezho n'o-deus ket skritur ebet. An hini nemeti gant un niver bras a-walc'h a gomzerien a zo an namaeg, komzet e Namibia gant 250.000 a dud, tra m'eo ar sandaweg implijet gant 40.000 a dud e Tanzania.