Er yezhoniezh e vez implijet an termen aktivel-stadel pe yezh aktivel hepmuiken, anvet ivez a-wezhoù yezhoù nominativel-absolutivel, evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel pa vez merket e degouezhioù resis arguzenn nemeti ur verb amdranzitivel (S: ar rener) en hevelep doare ha graer yezhadurel (A) ur verb tranzitivel ha merket e degouezhioù resis all en hevelep doare ha renadenn/gouzañver (O/P) ur verb tranzitivel (Sa=A; So=O), da lâret eo e kemm troad ar rener/graer hervez degouezhioù resis a c'hell kemmañ a yezh-da-yezh.
Skouer: ar jorjieg
Daoust ha ma vez renket peurliesañ e-touez ar yezhoù ergativel, e tenn mont-en-dro ar jorjieg kentoc'h da hini ur yezh aktivel-stadel, da skouer:
- Amdranzitivel:
- Mariam-ma imğera
- ("Maria a ganas sang")
- Tranzitivel:
- Mariam-ma c'eril-i dac'era
- ("Maria a skrivas al lizher")
- Amdranzitivel:
- Mariam-i iq'o Tbilisši revolutsiamde
- ("Maria a vanas e Tiblisi betek an Dispac'h")
Doareoù
Isrannet e vez ar yezhoù aktivel-stadel e doau doare pennañ hervez an degouezhioù resis a dalvez er yezh-mañ'r-yezh evit ober gant an eil doare steudadur (Sa=A) pe egile (So=O):
- Yezhoù damsemantikel: sistem implijetañ ma vez renket an holl verboù tranzitivel e daou rummad hervez o merkadur
- Yezhoù peursemantikel: sistem semantikel-rik ma tibab an hini a zo o komz e pep degouezh resis penaos e rank bezañ renet ar verb tranzitivel hervez volontez an hini a gas an ober da benn pe a c'houzañv an ober).
Merkadur
En darn vrasañ eus ar yezhoù aktivel-stadel komzet dre ar bed e vez merket an arguzenn agentivel (arguzenn bennañ = graer an ober) keit ha ma van amverk an arguzenn patientievel (arguzenn bennañ = gouzañver an ober).
Merket e c'hell bezañ an diforc'h gant elfennoù morfologel (troadoù) ha/pe gant elfennoù kevreadurezhel (an doare da urzhiañ ar gerioù)
Er yezhoù implijet gante troadoù e vez merket arguzenn ar verboù tranzitivel gant an troad agentivel pa denn d'un ober kaset da benn a-ratozh gant ur graer yezhadurel diouzh un tu pe gant an troad patientivel pa denn d'un ober kaset da benn hep e bolontez (d.l.e e vez dilefennet evel gouzañver an ober kentoc'h evit graer an hevelep ober) diouzh an tu all.
Yezhoù aktivel-stadel all avat a ra kentoc'h gant elfennoù kevreadurezhel, dre kemmañ urzh ar gerioù ha/pe dre implij adstagennoù, da skouer un arguzenn patientivel a c'hellfe bezañ lakaet dirak ar verb hag un arguzenn agentivel goude ar verb.
Yezhoù aktivel dre ar bed
Kavet e vez yezhoù aktivel-stadel en Amerika dreist-holl, hag ivez en Azia hag e Siberia, da skouer:
Levrlennadur
Blake Barry J. 1994: Survey of Case Marking: Active system, in: Blake B., Case, Cambridge University Press, 125-126
Klimov, Georgij A. 1974: On the Character of Languages of Active Typology, in Linguistics 131: 11-25
Mithun 1991 : Active / agentive case marking and its motivation, in Language 67: 510-546, p.513, 515-516, from Blake 1994 : 126
Liammoù diavaez:
- Active languages, by Daniel Andréason, Department of Linguistics, Stockholm University
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.