![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/49/XiAn_CityWall_DiLou.jpg/640px-XiAn_CityWall_DiLou.jpg&w=640&q=50)
Xi'an
From Wikipedia, the free encyclopedia
Xi'an (西安) zo unan eus kêrioù-penn kozh Sina, e rannvro Shaanxi, e-kreiz Republik Pobl Sina hiziv. E 2002 e oa annezet gant 2 872 539 a dud ha war-dro 7,5 milion a dud a oa en tolead tolpad-kêrioù. Gwechall e oa anvet Chang'an (长安, 長安).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/49/XiAn_CityWall_DiLou.jpg/320px-XiAn_CityWall_DiLou.jpg)
Emañ Xi'an war lez ar stêr Wei He, nepell diouzh kember ar stêr-se gant ar stêr Huang He. Amañ e oa penn kentañ Hent ar Seiz, e tu ar reter. Kêr-benn Sina e oa da vare an Dierniezh Tang ha d'ar mare-se dija e oa stank an dud enni, gant ouzhpenn ur milion a annezidi.