Whitley Stokes (28 C'hwevrer 1830 - 13 Ebrel 1909) zo ur yezhoniour genidik eus Iwerzhon hag en deus labouret war dachenn ar yezhoù keltiek, an iwerzhoneg hag ar c'herneveg dreist-holl.

Thumb
Whitley Stokes

Buhez

Mab e oa da William Stokes, a oa medisin ha kelenner e skol-veur Dulenn. Studioù a reas e Trinity College e Dulenn ha mont da alvokad e 1855.

E 1862 ez eas da labourat da Indez, m'en devoe kargoù er velestradurezh saoz. E 1877 e voe anvet da guzulier e-kichen besroue Indez. Neuze e voe karget da sevel skridoù lezennoù. E 1879 e voe anvet e penn ar Bodad war lezennoù Indez, a-raok distreiñ da Vreizh-Veur e 1882. E 1887 e tapas meur a ziplom er skolioù-meur hag anvet e voe da ezel er British Academy koulz hag en Institut de France.

Labouret en deus Whitley Stokes war ar yezhoù keltiek, en Indez hag e Bro-Saoz. Studiañ hag embann a reas testennoù kozh en heniwerzhoneg, krenniwerzhoneg ha kerneveureg. Kalz eus e studiadennoù a voe embannet e-barzh kelaouennoù evel ar Revue Celtique pe an Archiv für celtische Lexicographie ha kelaouennoù all c'hoazh hag a blede gant ar studioù keltiek.

Oberenn

  • Three Irish Glossaries (1862) (ISBN 978-5-518-45444-6)
  • Gwreans an Bys: the Creation of the World Pezh-c'hoari kernevek eus ar bloaz 1611 (1864)
  • Three Middle-Irish Homilies (1877)
  • Old Irish Glosses at Merzburg and Carlsruhe (1887)
  • Irische Texte embannet e Leipzig (1880-1900), e kenlabour gant Ernst Windisch
  • The Anglo-Indian Codes (1887).
  • Lives of Saints from the Book of Lismore (1890)
  • Urkeltischer Sprachschatz (1894), asambles gant Adalbert Bezzenberger
  • Thesaurus Palaeohibernicus (1901–1903), asambles gant John Strachan

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.