From Wikipedia, the free encyclopedia
Weesp (distagañ :) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 21,88 km² eo gorread Weesp (douar : 20,55 km², dour : 1,33 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 17 564 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Weesp : De Horn, Uitermeer, Weesp. Weesp a zo en ur rannvro anvet Vechtstreek, tost eo ouzh ar stêr Vecht hag ar stêr Smal Weesp hag ouzh kanol Amsterdam-Roen.
Un daouarc'heg didud e oa betek penn-kentañ ar Grennamzer. Roet e voe gwirioù-kêr da Weesp e 1355. Eus dibenn ar Grennamzer betek an Eil Brezel-Bed e voe ar stêr Vecht ul linenn-difenn evit kontelezh Holland. Mogerioù-kreñv a oa e Weesp. El linenn-difenn e oa takadoù heveuz, a veze beuzet pa veze brezel. A-dreñv an takadoù-se e oa kêrioù kreñvaet, kazarnioù ha savadurioù arme all. Ul lodenn eus Stelling van Amsterdam e oa. Goude an Eil Brezel-Bed e voe savet tiez-annez nevez e kornôg Weesp, un takad greanterezh hag ur porzh war ar ganol Amsterdam-Roen. Ouzhpennet e voe ur bannlev er su er bloavezhioù 1970, ha n'eo ket kresket Weesp abaoe.
E kuzul-kêr Weesp ez eus 17 dileuriad:
Brudet eo Weesp peogwir eo eno ma savet labouradeg chokolad Van Houten. E Weesp e kaver ivez meilhoù. Miret eo bet kreiz Weesp evel ma oa gwechall, ha brudet eo ivez porselen Weesp hag ar wastell anvet Weesper Mop.
Un ti-gar a zo e Weesp hag e c'haller ivez tapout ar bus da vont da Amsterdam.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.