![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/VukKaradzic.jpg/640px-VukKaradzic.jpg&w=640&q=50)
Vuk Karadžić
From Wikipedia, the free encyclopedia
Vuk Stefanović Karadžić (distaget [ʋûːk stefǎːnoʋitɕ kâradʒitɕ] e serbeg, skrivet Вук Стефановић Караџић el lizherenneg kirillek) a oa ur yezhoniour serb, gwerinoniour, troour ha diazezer doare-skrivañ ar serbeg, ganet d'ar 7 a viz Du 1787 e Tršić, e-kichen Loznica, en Impalaeriezh Otoman d’an ampoent, ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1864 e Vienna, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/VukKaradzic.jpg/320px-VukKaradzic.jpg)
Unvaniñ ha kempenn a reas ar serbeg skrivet hag al lizherenneg implijet evit ar yezh-se. Dastum a reas kanaouennoù, barzhonegoù ha kontadennoù. Gantañ e voe savet ar geriadur kentañ e serbeg modern. Gantañ ivez e voe troet an Testamant Nevez e serbeg.