Volta-Uhel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Volta-Uhel (galleg: Haute-Volta) eo anv kozh Burkina Faso.
Savet eo bet er bloaz 1921 ha torret er bloaz 1932, hag adsavet e 1947, a-raok dont da vezañ Burkina Faso d’ar 4 a viz Eost 1984. Un darn eus Afrika ar C'hornaoueg C'hall e oa.
Dont a ra an anv "Volta-Uhel" eus ar stêr Volta e red al lodenn grec’h anezhi er vro-se.
Tri skourr a zo gant ar stêr-se :
- ar Volta Du,
- ar Volta Gwenn,
- ar Volta Ruz.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4a/Flag_of_Upper_Volta.svg/640px-Flag_of_Upper_Volta.svg.png)
War banniel broadel Volta-Uhel e oa aroueziet an tri skourr-se gant livioù ar bandennoù.