An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib, etre an Antilhez Bihanañ hag an Antilhez Brasañ.
Douaroniezh
Ur c'hant enezenn bennak zo anezho, kerreg hag enezennoùigoù, 600 km² en holl. En hanternoz dezho emañ ar Meurvor Atlantel hag er c'hreisteiz ar Mor Karib, adalek Puerto Rico betek foz Anegada.
Teir lodenn
Teir lodenn zo anezho:
- an Inizi Gwerc'h Breizhveurat, er reter hag en hanternoz, a zo un Tiriad Breizhveurat Tramor
- an Inizi Gwerc'h Stadunanat er c'hreisteiz, zo un Tiriad Aozet, ha n'emañ ket e SUA,
- an Inizi Gwerc'h Spagnol, er c'hornôg, a zo stag ouzh Puerto Rico
- an Inizi Gwerc'h Nederlandat, etre 1625 ha 1680.
Dollar SUA eo ar moneiz en holl anezho.
Istor
Dizoloet e voent gant Kristof Kolomb en 1493 hag anvet Santa Ursula y las Once Mil Vírgenes (berraet en Las Vírgenes), abalamour ma c'hoarvezas kement-se da zeiz santez Ursula, da lavarout eo Santez Ursula hag an Unnek Mil Gwerc'hez (hag ar Gwerc'hezed dre verrdro). Splann eo eta : n'eo ket an inizi a zo gwerc'h, met ar plac'hed. Da neuze e tlefent bezañ anvet Inizi ar Gwerc'hezed. Anat eo e teu ar fazi eus an droidigezh diwar an anv gallek.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.