Vinstrihreyfingin - grænt framboð
From Wikipedia, the free encyclopedia
Strollad glas an tu kleiz (islandeg :Vinstrihreyfingin - grænt framboð) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 1999 gant un nebeud dilenndi en Alþingi a savas a-enep kendeuziñ strolladoù an tu kleiz islandat e Samfylkingin. Diazezet eo programm ar strollad war ar sokialouriezh demokratel, ar wregelouriezh ha difenn an endro. Stourm a ra ivez evit ma kemerfe perzh ar geodedourien e merañ o bro war-eeun. Sevel a ra a-enep emezeliñ Island e NATO, a-enep ma'z afe Island en UE, hag a-enep aloubadeg Iraq hag Afghanistan gant arme SUA. Sevel a ra ivez a-du gant stourm ar Balestiniz. Ezel eo eus Unvaniezh c'hlas ha kleiz an Norzh.
E-tro 3 000 ezel a zo ennañ. Steingrímur J. Sigfússon eo a zo prezidant ar strollad, Katrín Jakobsdóttir a zo bezprezidantez, ha Drífa Snædal a zo sekretourez.
Da-geñver dilennadeg ar parlamant e 1999 e tapas kaout 9,1% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 6 dileuriad en Alþingi. 5 dileuriad a dapas e dilennadeg 2003 (8,8%) hag e 2007 e tapas kaout 9 dileuriad (14,3% eus ar mouezhioù).
E 2009 e kemeras perzh er gouarnamant kenunaniezh gant Samfylkingin. En dilennadeg da-heul e kreskas e niver a gannaded (9 da 14) ha e teuas da vezañ trede strollad politikel brasañ Island (21,7% eus ar mouezhioù).