Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha, anavezet ivez evel Victoria, Princess Royal e saozneg, ganet e 1840 ha martvet e 1901, a oa ur briñsez saoz, merc'h d'ar Rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861). Dont a reas da vout Impalaerez Alamagn dre zimeziñ.
Sigismond von Preußen (1864-1866), priñs a Brusia, marvet da 2 vloaz;
Viktoria von Preußen (1866-1929), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da gentañ d'ar priñs Adolf von Schaumburg-Lippe (1859-1917), a-raok addimeziñ d'ar repuad rus gwennAleksandr Zoubkoff (1901-1936);
Waldemar von Preußen (1868-1879), priñs a Brusia hag Alamagn, marvet da 11 vloaz;
Sophie von Preußen (1870-1932), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da Konstantin Iañ (Gres) (1868-1923) roue an Hellened;