Việt Minh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Việt Minh, Viet-Minh, Viêt-Minh pe Vietminh, berradur eus Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội "Kevread evit Dizalc'hiezh Viêt Nam", a oa ur c'hevread broadel evit dizalc'hiezh Viêt Nam savet e Pác Bó d'an 19 a viz Mae 1941.
Ar Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội a oa bet ganet e Nanjing, Sina, etre miz Eost 1935 ha fin ar bloavezh 1936 pa voe kavet an tu gant broadelourien nann-komunour Viêt Nam da gejañ gant holl nerzhioù broadelour ar vro evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.
Rann eus | resistance during World War II |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1941 |
Anv er yezh a orin | Việt Minh |
Prezidant | Hồ Chí Minh, Lê Duẩn, Phạm Văn Đồng |
Stad | Viêt Nam |
Political alignment | Tu-kleiz |
Ideologiezh politikel | socialist patriotism, Ho Chi Minh Thought, anti-imperialism |
Heuliet gant | Viet Cong |
Erlec'hiet gant | League for the National Union of Vietnam |
An aozadur a gouezas goustadik en e boull betek ma voe adlañset da vat gant ar Strollad Komunour Indezat-sinat, Hồ Chí Minh en e benn e 1941. Ar Việt Minh en em roas evel pal pennañ deubiñ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an Eil Brezel-bed, ar Stadoù-Unanet kement ha Republik Sina a roas harp d'ar Viêt Minh a-enep an alouberien japanat. Goude ar Brezel-bed, pa grogas ar stourm a-enep an drevadennerien c'hall, e voe harpet ar C'hallaoued gant SUA a-enep ar Viêt Minh. Ur wech kollet ar brezel gant ar C'hallaoued en em gavas ar Viêt Minh o stourm kement a-enep nerzhioù SUA evit re Republik Su Vietnam.