Gwener Capitolina (pe Venus Capitolina) zo un delwenn eus an doueez roman Gwener, unan eus ar seurt Venus Pudica, evel ar Venus de' Medici, savet war batrom Afrodite Knidos. Aes eo da anavezout abalamour d'ar penaos emañ he divvrec'h ganti: goude ur gouronkadenn emañ an doueez Gwener o c'holeiñ he brennid gant he dorn dehoù, hag he gaol gant he dorn kleiz.

Thumb
Gwener Capitolina (Mirdioù ar C'hapitol).

Delwennoù damheñvel

Thumb
Gwener Campo Iemini, (British Museum)

Gwener Campo Iemini: un delwenn all diwar ar memes patrom a voe dizouaret en nevezamzer 1792 e-touez delwennoù arall pa voe toullet ur genkiz roman e Campo Iemini, damdost da d-Torvaianica, e Lazio . Ar furchadenn a voe graet dindan ar Saoz Robert Fagan (1761-1816), marc'hadour hendraoù roman, ha gant paeroniezh ar priñs Augustus Frederick, dug Sussex, gant skoazell Sir Corbet Corbet (British Museum). En amzer ma voe dizouaret e kavas d'ar Saozon e oa dreist d'ar Gwener Capitolina. Goude ur c'hempenn dezhi e Roma e voe karget war ul lestr ha kaset da Londrez hag eno e voe roet gant dug Sussex d'e vreur George IV, a lakaas anezhi e Carlton House. Pa varvas, ha pa voe distrujet Carlton House, e voe roet gant ar roue William IV d'ar British Museum.

Thumb
Afrodite Menofantos, ur Venus Pudica graet gant Menofantos, Iañ kantved kent JK, kavet e San Gregorio al Celio, e Roma (Museo Nazionale Romano)

Afrodite Menofantos a voe kavet e manati San Gregorio al Celio. Warni emañ sinatur Menofantos[1], ur c'hizeller hellazat eus ar Iañ kantved kent JK moarvat ha n'ouzer netra diwar e benn.

Notennoù

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.