Vancouver (Washington)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Evit sterioù all an anv Vancouver, gwelit ivez ar pennad Vancouver (disheñvelout).
Vancouver zo ur gêr lec'hiet e mervent stad Washington er Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2010 e oa 161 791 a annezidi o chom enni, pa oa 46 380 hepken e 1990. War ribl ar stêr Columbia emañ, e-tal Portland, kêr vrasañ stad Oregon.
Anvet e voe ar gêr diwar anv an ergerzhour saoz George Vancouver, ha savet e voe araok kêr Vancouver e Kanada, 500 km muioc'h en Norzh.
- Sell eus Vancouver eus glannoù Oregon
- Smith Tower
- Esther Short Park