![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Weltpostdenkmal_Bern.jpg/640px-Weltpostdenkmal_Bern.jpg&w=640&q=50)
Unvaniezh Postoù ar Bed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unvaniezh Postoù ar Bed (U.P.B.) zo bet savet e 1874 a-benn aesaat ha pinvidikaat kenlabour servijoù-post ar bed-holl. E Bern (Suis) emañ diazezet. 191 ezel a zo d’an aozadur-mañ hiriv, hennezh o vezañ dindan kiriegezh an A.B.U. (Aozadur ar Broadoù Unanet). Stadoù ezel eus an A.B.U. int pe get (ar Vatikan pe Suis da skouer) gant ma ‘z int bet degemeret gant div drederenn eus izili an aozadur etrebroadel. Yezh ofisiel an U.P.B. eo ar galleg.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Weltpostdenkmal_Bern.jpg/640px-Weltpostdenkmal_Bern.jpg)
Embannet e vez ganti reolennoù evit a sell an eskemmoù lizhiri er bed ha gourc’hemennoù evit reiñ nerzh da gresk an eskemmoù-se ha gwellaat ar servijoù roet d’ar bratikoù, dre bourchas ur skoazell teknik a-wechoù.
Neptu e chom an U.P.B. : melestradurezh pep Stad a ra diouzh he lezennoù broadel evit aozañ servijoù ar post. Budjed an U.P.B. (war dro 22 500 000 euro) zo distag diouzh hini an A.B.U. ha pep Stad a zo frank da zibab ur rann (e-touez an dek a zo anezho) hervez he finvidigezh, poblañs… a-benn gouzout peseurt skodenn a vo goulennet diganti.