From Wikipedia, the free encyclopedia
Unvaniezh 90/Ar Re C'hlas (Bündnis 90/Die Grünen en alamaneg) a zo ur strollad politikel ekologour alaman diazezet e 1980 en Alamagn ar C'hornôg dindan an anv Ar Re C'hlas. En em deuziñ a ra gant Unvaniezh 90 e 1993, ur strollad krouet en Alamagn ar Reter. Ar strollad en deus 118 dileuriad er Bundestag (14,8% eus ar gannaded).
Ar strollad politikel alaman Die Grünen a voe savet en Alamagn ar C'hornôg da vare ar stourmoù ekologel ha peoc'hgarour e dibenn ar bloavezhioù 1970. Peursavet e voe e 1982, gant tud evel Joschka Fischer hag Otto Schily. An dilennidi gentañ a voe er Bundestag e 1983, hag ur strollad ennañ e 1987. Koll a rejont anezhañ en dilennadegoù da-heul adunvaniezh Alamagn e 1990. Met ar strollad Bündnis 90 (Unvaniezh 90), a zeuas a-benn da gaout un nebeud dilennidi peogwir e oa bet miret plasoù evit ar strolladoù eus DDR. Ur strollad politikel dazeilat e oa. Kendeuzet e voe strollad Ar Re C'hlas hag Unvaniezh 90 e 1993.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.