From Wikipedia, the free encyclopedia
Ulrika von Fersen, pe Ulla (Ulrika Eleonora) von Höpken, pe von Wright, ganet e 1749 ha marvet e 1810, a oa ur vaouez a ouenn uhel hag un dimezell a enor e lez Sveden en amzer ar roue Gustav III , brudet da vezañ unan eus an Teir Fulenn, war un dro gant he c'hoar Augusta von Fersen hag ar gontez Lovisa Meijerfeldt, hervez barzhoneg Johan Henric Kellgren »Gracernas döpelse».
Ulrika Eleonora von Fersen a oa merc'h da Carl Reinhold von Fersen, mestr koadeier ar roue, ha da Charlotta Sparre. Keniterv e oa d'ar c'hont Axel von Fersen ar Yaouankañ, merc'h-vihan da Hans von Fersen, ha nizez da Axel von Fersen an Henañ. Brudet e oa he zad evel unan eus an dudjentil kran ha speredek eus e amzer, hag he mamm a oa bet meulet he c'hened e lez c'hall Versailhez p'edo eno gant he c'heniterv Ulla Tessin pried Carl Gustaf Tessin, kannad svedat e Bro-C'hall etre 1739 ha 1742.
Evel he mamm ez eas Ulla d'al lez ma plijas he c'hoantiz ha gras. Orgediñ outi a reas ar priñs Fredrik Adolf Sveden, mab ar roue, ma c'hoantaas dimeziñ dezhi. A-hervez ne oa dezhi nemet ur c'hoari, met gwalinier ha profoù a voe roet gant Fredrik. He zud avat a gave e vije bet ur fazi .
Se zo kaoz e voe aozet un eured gant ar baron Nils von Höpken (1750–1780), kabiten e kompagnunezh marc'hegeien Skania, un den kenedus bras, hag un dispigner bras ivez, rivinet gant ar c'hoarioù.
Diwezhatoc'h ez eas Fredrik da c'houlenn dimeziñ gant ur geniterv dezhi, Sophie von Fersen.
E 1770 e oa 21 bloaz Ulla pa zimezas da Höpken. Da gentañ e voe evurus o buhez: lavaret e veze ne oant ket nec'het gant an arc'hant keit ha m'o deze ur gwele, ha lavaret e veze diwar o fenn e oant Amor ha Psyche .
E 1773 e torras o dimeziñ dre ma oa bet gwallgaset Ulla gant he gwaz dre warizi, ha pep hini anezhe da vont da vevañ en e du: eñ a eve hag a c'hoarie, hi ac'h ae da baotreta. Distreiñ a reas d'al lez, ma voe dimezell a enor gant ar rouanez Sofia Magdalena Danmark. Dont a reas da vout unan ag an Teir Fulenn, a-gevret gant he c'hoar Augusta von Fersen hag ar gontez Lovisa Meijerfeldt, kanet gant Johan Henric Kellgren en e varzhoneg »Gracernas döpelse».
He buhezegezh avat ne oa ket eus ar re furañ. E 1778 e voe trouz diwar he fenn abalamour da lizhiri faos, a vije bet skrivet ganti, a oa meneg enne eus pediñ gwazed da zont war un dro da ebatiñ ganti[1] hag e 1781 e voe brudet ur skrid, savet gant tud eus al lez, anvet Lisimons (mirc'hed-limon) diwar-benn he darempred gant tri gwaz a veze graet he "mirc'hed-limon" anezhe[2] .
E 1789 en em dennas ur pennad eus al lez, da ziskouez hec'h enebiezh pa voe harzet hec'h eontr war urzh ar roue. E Mezheven 1795 e kuitaas Ulla von Höpken al lez da vat gant he c'hoarezed abalamour ma oa bet tennet he c'harg digant o mamm, a oa bet e penn lez ar rouanez trederannerez betek neuze, goude ma veze dalc'het ur pennad zo war he gwele: en ofisiel e raent kement-se da vont d'ober war-dro o mamm aet klañv[3].
E 1797 e timezas d'he mignon feal ar c'horonal Georg von Wright, marvet e 1800. He bloavezhioù diwezhañ a dremenas gant he c'hoarezed ha karet e oa abalamour d'he madelezh, teneridigezh ha "doareoù seven a veze d'an dud desket e lez Gustav III".
Ur fourgadenn eus Morlu Sveden a voe anvet Ulla Fersen, 18 kanol war he bourzh, hag a gemeras perzh e krogadoù 1790. E miz Meurzh 1801 e voe kemeret gant ar morlu saoz p'edo o vont da drevadenn svedat Enez Saint-Barthelemy [4].
Diwar-benn Ulla eo ar romant Venus i rokoko; en roman om Ulla von Fersen gant Ole Söderström (1960).
Ulla e oa patrom ar Venus noazh kizellet gant Johan Tobias Sergel, Venus aux belles fesses (1779): ar roue Gustav III en devoa c'hoant da gaout un delwen da Venus da lakaat dirak hini Apollo en e saloñs, " evel e c'hourc'hemennoù d'e itron a enor ", ha graet e voe diwar batrom Ulla von Höpken. Hiziv emañ en Nationalmuseum.
Hag evel-just deizlevrioù ar rouanez Hedvig Elisabeth Charlotta:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.