Troioù-kaer Tintin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Troioù-kaer Tintin zo ur rummad albomoù bannoù-treset krouet gant Hergé. Les Aventures de Tintin et Milou eo an anv orin gallek.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Troet hag embannet int bet e brezhoneg ivez. Daou albom brezhonek a voe embannet gant Casterman, anezhañ embanner orin an albomoù, hag ar peurrest gant An Here
Unan eus ar rummadoù bannoù-treset brudetañ er bed eo troioù-kaer Tintin ha Milou : ouzhpenn 230 milion a albomoù zo bet gwerzhet en ur 100 yezh bennak.
Ar penndudenn eo Tintin, ur c’hazetenner yaouank, reizh ha kalonek. E gi eo Milou, ur fox-terrier gwenn. A-hed an albomoù e teu tudennoù nevez evel ar c'habiten Haddock, ar c'helenner Klaskato hag ar boliserien Ar Bras hag Ar Braz.