Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù
romant / From Wikipedia, the free encyclopedia
Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù (titl orin saoznek : Alice's Adventures in Wonderland), berraet alies en Alis e Bro ar Marzhoù (Alice in Wonderland), eo ar romant brudetañ savet gant ar skrivagner saoz Charles Lutwige Dodgson dindan an anv Lewis Carroll.
Embannet e voe er bloaz 1865 hag an droidigezh vrezhonek kentañ, kaset da benn gant Herve Kerrain, a zeuas er-maez e 1995[1].
Fedoù berr-ha-berr
Serriñ
Un heuliad, Through the Looking Glass ("A-dreuz ar melezour") a voe embannet e 1871[2] ; n'eo ket bet troet e brezhoneg betek-henn.