Troad eeun
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad eeun (saoz.: direct case) evit komz eus un droad implijet gant ar yezhoù indez-aryek, da skouer an hindeg-ourdoueg, evit merkañ teir arguzenn bennañ war un dro:
- Graer ur verb tranzitivel ("A"), da skouer:
- maĩ caltā hū̃ ("Mezo o vont")
- Gouzañver/renadenn ("P") amstrizh ur verb tranzitivel, da skouer:
- darzī bulāo ("gervel ur c'hemener")
- Rener ("S") ur verb amdranzitivel nann-strizh e arvez, da skouer:
- vah kitāb likh rahā thā ("eñ a oa o skrivañ ul levr")