From Wikipedia, the free encyclopedia
Toutanc'hamon a oa ur faraon eus XVIIIvet tierniezh Henegipt a renas eus tro-dro 1333 kt JK da war-dro 1323 kt JK. Anvet e oa Toutanc'haton da gentañ, ha gwirheñvel eo e oa ur mab da Ac'henaton, anezhañ ar valzamegenn KV55, war a soñjer. Anavezet e voe e vamm a-drugarez d'he zTDN evel an "Itron Yaouankañ" beziet e KV35. Ur c'hoar d'he fried e oa.
Toutânkhamon | ||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Penn Toutânkhamon pa oa bugel Mirdi Kaero | ||||||||||||
Tiernelezh | XVIIIvet tierniezh | |||||||||||
Ren | ~-1333 da -1323 | |||||||||||
Anvioù | ||||||||||||
Anv Sa-Rê | Tutanchamun Skeudenn bev eus Amon | |||||||||||
Horus aour | Wetes-chau-se-hetep-netscheru An hini a uhela ar c'hurunennoù hag a laouena an Doueed[1][2] | |||||||||||
Anv Nebti | Nefer-chepu-segerech-taui Gant lezennoù klok, hag a sioula an div vro[3] | |||||||||||
Anv Horus | Ka-nechet-tut-mesut Tarv galloudek ha disi e c'hanedigezhioù / klokaet dre e adc'hanedigezhioù[4] | |||||||||||
Henc'hresianeg | Chebres, C'hebres | |||||||||||
Familh | ||||||||||||
Tad | Ac'henaton | |||||||||||
Mamm | Nefertiti | |||||||||||
Rouanez | Anc'hesenamon | |||||||||||
C’hoarezed | Meritaten, Neferneferuate Tasherit, Setepenre, Neferneferur, Anc'hesenamon | |||||||||||
Breur | Smenc'hkare | |||||||||||
Monumantoù | ||||||||||||
Azeuldi Karnak |
Toutanc'hamon a bignas war an tron war-dro e nav bloaz goude renoù berr e ziaraogourien Smenc'hkare ha Neferneferouaten. Dimeziñ a reas gant he hanterc'hoar Anc'hesenpaaten, a voe mamm e ziv verc'h moarvat. E-pad e ren e adsavas ar stumm hengounel liesdoueek eus relijion Henegipt, hag a argasas ar chenchamant relijion anvet atonegezh. Skrivet e voe ar profoù a reas hag al lidoù a adsavas war "Maen an adsavidigezh". Dont a reas azeulerezh an doue Amon da vezañ an hini kentañ a-nevez e Thebai dindan e ren ha ar Faraon hag e bried a cheñchas o anv e "Toutanc'hamon" hag "Anc'hesenamon", o tennañ an dilost-ger -aton. En tu all da se e voe kuitaet kêr-benn Ac'henaton, Amarna, gant e lez a zistroas da Menfis. Adskoulmañ a reas darempredoù diplomatek gant ar Mitanni hag e kasas e armeoù e Nubia hag er Reter-Nesañ. Toutanc'hamon a oa unan eus an nebeut faraoned azeulet evel doueed e-doug e vuhez. Evit doare e krogas ar roue yaouank da sevel ur bez e Traoñienn ar rouaned hag un templ-bez da-heul met diechu e oa an daou da goulz e varv.
Mervel a reas Toutanc'hamon en un doare dic'hortoz pa oa 18 vloaz. Kalz divizoù zo bet diwar-benn e yec'hed hag abeg e varv. E 2012 e oa lavaret e oa marvet diwar ar malaria hag un askorn torret. Dre ma oa diechu e vez e oa beziet en ur bez all aozet evit an implij-se. E vizir Ay an hini a gemeras e lerc'h. Dre ma oa un den kozh pa zeuas da vezañ roue e voe berr e ren, ha war e lerc'h e voe kurunennet Horemheb, a oa e penn armeoù Toutanc'hamon. Dindan Horemheb e voe peurechuet adsavidigezh ar relijion egiptat hengounel.
En Henamzer, ne veze ket sellet ouzh Toutanc'hamon evel ur faraon bras abalamour d'e ren berr. Deuet eo da vezañ brudet en amzer a vremañ pa oa bet dizoloet e vez (ar bez KV62) d'ar 4 a viz Du 1922 gant an arkeologour eus Breizh-Veur anvet Howard Carter, arc'hantaet gant George Herbert, lord Carnarvon, ha dreist-holl an teñzor burzhudus a oa ennañ. Daoust ma oa bet laeret traoù er bez pell zo e chome ennañ ul lodenn vras eus ar pezh a oa bet lakaet da gentañ, ha dreist-holl balzamegenn anterin ar roue. Anv e voe eus an dizoloadenn e kazetennoù ar bed a-bezh. An traoù a voe kavet enni (en tu all da 5000 traez) a sachas a-nevez evezh an holl war Henegipt. Maskl aour balzamagenn Toutanc'hamon, miret bremañ e Mirdi Egipt, a chom un arouez brudet eus ar sevenadur-se. Beajet en deus un darn eus e deñzor er bed a-bezh gant aotre gouarnamant Egipt abaoe 1961. Ar marv trumm degouezhet gant meur a zen o doa bet ul liamm gant dizouaradur ar bez, nebeut amzer goude, zo bet lakaet gant ar vrud war gont "Mallozh ar faraoned".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.