From Wikipedia, the free encyclopedia
An Tongva a oa Indianed, pe henvroidi, a oa o chom e kornad Los Angeles, Kalifornia, a-raok donedigezh ar re wenn.
Tongva a dalv kement ha " tud an douar " en o yezh an tongvaeg, eus ar skourr utoaztek.
Graet e vez ivez Gabrieleños anezho, pe meuriad Gabrieleño/Tongva (skrivet fall "Gabrieleno/Tongva" a-wechoù ivez) pe Gabrielino/Tongva . Abalamour da c'hiz ar Spagnoled da envel ar meuriadoù hervez ar misionoù katolik tostañ e oant pe Gabrieleño, Gabrielino, pe San Gabrieleño, diwar anv ar Mision San Gabriel Arcángel (Sant Gabriel Arc'hael). Evel-se eo e veze graet eus o amezeien eus ar meuriad Tataviam an anv "Fernandeño" abalamour da mision San Fernando Rey de España.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.