Tokugawa Iemitsu

From Wikipedia, the free encyclopedia

Tokugawa Iemitsu

Tokugawa Iemitsu (japaneg: 徳川 家光), ganet d'an 12 a viz Eost 1604 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Even 1651, e oa an trede Shogun en dierniezh Tokugawa. Bez e oa ivez mab henañ Tokugawa Hidetada ha mab-bihan Tokugawa Ieyasu. Iemitsu a renas etre 1623 ha 1651. E-pad ar mare-se e lakaas d'ar groaz ar gristenien, e skarzhas Europiz eus Japan hag e serras an harzoù. Kenderc'hel a reas ar politikerezh-se e-pad 200 vloaz goude e ren. N'eo ket sklaer daoust hag Iemitsu e oa bet ul lazher roue dre ma redias e vreur yaouank Tadanaga da emlazhañ dre seppuku. Iemitsu a oa brudet evit bezañ heñvelreizh, tost asur eo bremañ e oa bet ar paotr a-eeun diwezhañ hêr da Tokugawa Ieyasu, o reiñ lamm d'al lignez dre ar baotred goude an trede remziad.

Tokugawa Iemitsu


Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.