Thurn und Taxis
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tiegezh priñsel Thurn und Taxis (pe das Fürstenhaus Thurn und Taxis en alamaneg) zo un tiegezh priñsel alaman a voe a bouez e-barzh servij ar post en Europa er XVIvet kantved, hag a zo stag e anv ouzh istor ar post.
Brudet e oa an tiegezh ivez evel saverien kestell ha perc'henned breserezhioù. Gwerzhet e voe breserezh diwezhañ an tiegezh en 1996 d'ar breserezh Paulaner (München) met c'hoazh e vez graet bier anvet Thurn und Taxis.