From Wikipedia, the free encyclopedia
Paul Thomas Mann, anavezetoc'h evel Thomas Mann (6 a viz Mezheven 1875 e Lübeck - 12 a viz Eost 1955 e Zürich) a oa ur skrivagner alaman en deus savet romantoù ha danevelloù. Roet e voe Priz Nobel al lennegezh dezhañ e 1929.
Goude marv e dad e 1891, e kuitaas Lübeck da vont gant e familh da v-München. Eno e reas anaoudegezh gant Katharina Pringsheim ha dimeziñ a reas ganti e 1905. Adalek 1892 en em lakaas da skrivañ. E 1895 e tivizas paouez da labourat evit bezañ skrivagner leunamzer. Levezonet e voe gant skridoù Arthur Schopenhauer ha Friedrich Nietzsche, gant oberennoù lennegel Goethe, Schiller, Lessing, Fontane, Dostoyevskiy, Tchec'hov, ha gant sonerezh Richard Wagner. E 1901 e voe embannet e romant bras kentañ Buddenbrooks. E 1903 e embannas Tonio Kröger, ur romant berr a gont karantez ur paotr yaouank evit daou eus paotred e glas, awenet gant e yaouankiz evel ma voe gouezet kalz diwezhatoc'h, pa voe embannet e lizhiri hag e notennoù prevez ma ra anv en un doare splann eus e heñvelrevelezh. E 1912 e teuas er-maez unan eus e zanevelloù anavezetañ Der Tod in Venedig (Ar Marv e Venezia).
E 1929 e voe roet Priz Nobel al lennegezh dezhañ. Pa voe kemeret ar galloud gant an Nazied e 1933 e tivizas kuitaat Alamagn ha mont da vevañ da Suis, ma reas e annez e-kichen Zürich. E 1936 e voe tennet e vroadelezh alaman digantañ gant ar pennadurezhioù nazi. Pa voe staget Aostria ouzh Alamagn, e 1938, e tivizas mont d'ar Stadoù Unanet. Goude an Eil Brezel-bed e tistroas meur a wech da Alamagn, met a-benn ar fin en em stalias e Suis en-dro e 1952. Eno e varvas e 1955.
Thomas Mann a oa breur d'ar skrivagner Heinrich Mann ha tad da Erika Mann ha Klaus Mann, skrivagnerien ivez, ha d'an istorour Golo Mann ha d'ar soner Michael Thomas Mann.
Romantoù :
Danevelloù :
Hag ivez ur bern arnodskridoù, pezhioù-c'hoari...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.