Theseüs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Theseus (Θησεύς e henc'hresianeg) a voe ur roue eus Aten hag unan eus an harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Ren a reas war-dro 1250 kent JK, hervez Kronikennoù Paros.
Theseus zo taolennet evel mab Aigeüs, pe mab doue Poseidon. Desavet e voe gant e vamm Aethra, ha kuit ez eas da Aten pa glevas e oa mab da Aegeüs. Ahont e kavas e oa dimezet Aegus gant Medea, bet gwreg Iason.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Athens |
Anv e yezh-vamm an den | Θησεύς |
Titl noblañs | Roue |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | drowning |
Killed by | Lycomedes |
Lec'h douaridigezh | Skyros |
Tad | Aigeüs, Poseidon |
Mamm | Etra merc'h Piteüs |
Pried | Faidra, Antiope (Amazonenn), Ariadne, Hippolite, Elena Troia |
Kompagnun(ez) | Perigune, Egle, merc'h da Asklepios, Pirithous |
Bugel | Hippolytos, Melanippus, Akamas mab Teseüs, Demofon mab Teseüs, Ifigeneia |
Micher | Roue |
Karg | king of Athens |
Deroù ar prantad labour | 15vet kantved kt JK |
Dibenn ar prantad labour | 14vet kantved kt JK |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Present in work | The Suppliants, Hades |
Deskrivet dre | Theseus (1), Theseus saves Hippodameia |
Enemy | Prokust |
Ar vojenn vrasañ a-zivout Theseus eo e emgann ouzh ar Minotaoros (un den dezhañ penn un tarv), gant skoazell Ariadne, merc'h ar roue Minos. Ezhomm e oa dezhañ unvaniañ holl an Attika gant Aten, synoikismos (annezañ a-gevret) e voe graet ag an darvoud-se. Theseus a c'hourlakaas azeul Afrodite Pandemos ("Afrodite an holl tud") e su Akropolis.
Buhez Theseus skrivet gant Ploutarc'hos a zastumas meur a istor diwar marv ar Minotaoros, fuadur Theseus, penaos e oa kouezhet Ariadne e karantez gantañ hag an drubarderezh anezhañ outi. Ploutarc'hos a anzavas ar pal a voe sav buhez an haroz e kenstur gant Buhez Romulus an diazezer eus Rome. Mamennoù an oberer a vez puñset e Ferec'hydes Leros, Demon Philoc'horos, ha Kleidemos dreistholl.