From Wikipedia, the free encyclopedia
The Easybeats zo anv ur strollad sonerien rock aostralian bet krouet e-kichen Sydney e-kerzh 1964. An holl izili anezhañ a oa deuet o familh eus broioù estren d'ober o annez da Aostralia. Dick Diamonde, soner gitar-boud ha Harry Vanda, pennsoner gitar a zeue eus an Izelvroioù. Gordon “Snowy” Fleet, soner taboulin ha Stevie Wright a zeue eus Bro-Saoz. George Young, soner gitar a zeue eus Bro-Skos. An hini brudetañ e-touez ar strolladoù rock aostralian e oa bet hep mar na marteze, ha kement-se betek ar pennad amzer ma oa bet divizet gant izili The Easybeats mont kuit an eil diouzh egile e dibenn 1969.
Degaset e oa bet berzh ha brud dezhe pa oa aet er-maez ar ganaouenn mil vrudet Friday on My Mind d'ar 17 a viz Du 1966. Perzh eo eus sonerezh orin ar film Good Morning England.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.