From Wikipedia, the free encyclopedia
Er frañchiz Terminator, un terminator zo ur robot lazher emren. An hini gentañ a voe tu gwelet er film The Terminator hag a oa ur robot denel, ur robot goloet gant kroc'hen ha gant neuz un den. Ar robotoù-se a vez diazez evit Skynet evit dont a-benn da rishañ da vat an denelezh goude an apokalips nukleel an Judgment Day (Devezh ar Varnadenn).
Iskevrennad eus | henchperson |
---|---|
Micher | lazher, bodyguard, mass murderer |
Derivative work | RoboCop Versus The Terminator |
Present in work | The Terminator, Terminator 2: Judgment Day, Terminator 3: Rise of the Machines, Terminator Genisys, Terminator Salvation |
Media franchise | Terminator |
James Cameron en devoa krouet an hini gentañ anezho er film Terminator embannet e 1984. Un t-800 (doare 101) lesanvet "The Terminator", c'hoariet gant Arnold Schwarzenegger. A-feur ma voe ouzhpennet filmoù er frañchiz e voe ouzhpennet doareoù robotoù all.
Er frañchiz Terminator, Skynet un urzhiataer milourel stadunanat a sav ar sonj ennañ da lazhadegañ an denelezh. E-pad an Judgment Day pe devezh an Apokalips nukleel e vez bannet un toullad misiloù nukleel war kêrioù brashañ an Douar. Darn ar boblañs a zo lazhet pe war an taol pe nebeut amzer goude. Siwazh evit Skynet ul lodenn eus an denelezh en deus dreistbevet hag ur Rezistañs a vez savet gant peurest nerzhioù milourel an denelezh. Evit dont a-benn da echuiñ gant e steuñv, Skynet a grog da ijinañ robotoù lazher evit "echuiñ" Mab-den.
E bed Terminator, un Terminator zo ur robot doare cyborg lazher ha soudard tost dibosubl da zistrujañ. Savet int bet gant Cyberdyne Systems evel robotoù silañ ha soudarded, implijet gant an urzhiataer Skynet evit lazhañ izili ar Rezistañs. Ar re gentañ a oa robotoù brezel, dre ma oant re aes da zistrujañ gant an denelezh e voe soñjet sevel reoù nij pe reoù ramzel. Goude-se e voe savet reoù gant tresoù denel evit dont a-benn da vont etrezek bazennoù an denelezh ha lazhañ ar stourmerien. Da gentañ e oant reoù e metal, goude-se e oa bet ouzhpenet kroc'henn sintetek ha goude-se gant kroc'hen dammheñvel ouz hini Mab-den hag a c'hell en em adsevel. Ar re ziwezhaén a vez tu gwelet er filmoù a zo reoù savet gant metal dourennek a c'hell kemer neuz an dud pe neuz objedoù hervez an ezhomm. Ar robotoù Terminator a c'hell komz, kopiañ mouezh an dud, lenn betek skritur an dud, koll gwad, c'hwezhañ, pe koll dour c'hwezh. N'eus nemet ar chas hag a c'hell c'hwezhañ ez int robotoù, setu perak e vezont kavet e bazennoù ar Rezistañs. Ar robotoù Terminator a zo implijet dreist-holl o-unan met gellout a reont eskemm etrezo ha gant n'eus forzh robot liammet gant rouedad Skynet evel ma vez tu gwelet er film Terminator 2: Judgment Day pe Terminator Genisys.
Hervez ar filmoù, ar re Terminator a voe krouet gant an embregerezh Cyberdyne Systems, ha lakaet e oant bet suj d'an urzhiataer, Skynet. An urzhiataer a savas ar c'hoant enañ da lazhadegañ an denelezh oc'h implij ar robotoù-se dres goude an Judgment Day.
Hervez daou film kentañ an heuliad, an Terminatored a oa bet savet gant Cyberdyne Systems dres goude ma voe kroget ar brezel etre an denelezh hag an uzhiataer. Hervez Terminator 3, hag a gemme linenn amzer ar filmoù all, distruj Cyberdyne e Terminator 2, a lakae an Terminatored da vezañ bet krouet gant skourr enklask stlenneg an U.S. Air Force evit kemer plas ar soudarded war an tachennoù emgann a-raok ma vefe kroget gant an Judgment Day. Ar gentañ anezho a oa bet neuze an T-1.
N'eo ket bet kemeret dre un doare ofisiel ar fed-se. En ul lodenn eus ar film Terminator 3 a dakver er stumm hir nemetken, Ar re Terminator a oa da gentañ ur steuñv gant ar gouarnamant stadunanat evit lakaat robotoù da dalvezout e difennerezh ar vro. An teknologiezh a oa hini Cyberdyne. Neuz ha mouezh an Terminator c'hoariet gant Schwarzenegger a zo diskouezet pa vez ur strollad skiantourien eus skourr Cyber Research Systems (CRS) o seveniñ un taol-arnod e-tal ur strollad politikourien. Diskouezet e vez dezho ur filmig bruderezh gant un dudenn anvet Chief Master Sergeant William Candy (c'hoariet gant Schwarzenegger, met gant mouezh un den eus su Stadoù-Unanet Amerika). Displegañ a ra neuze perak e vez tres Schwarzenegger gant an holl Terminator kentañ. Unan eus an arvesterien a c'houlenn daoust hag eo ur choaz mat ar pouezh-mouezh se o tont eus ar Su evit hini un Terminators. Ur skiantour a respont dezhañ raktal (gant mouezh Schwarzenegger) "We can fix it".
An T-3000 (Jason Clarke) a implij nanorobotoù memes mod ma ra an T-1000; en desped da-se n'eo ket un Teminator houarn dourennek. An T-5000 (Matt Smith) a c'hell implij forzh peseurt boud-bev a treuzfeurmiñ anezhañ e nanorobotoù doare Terminator T-3000 betek live ar c'helligoù. An T-3000 Terminator nevez a zalc'h neuz ar boud-bev hag a c'hell derc'hel e eñvorennoù ha techoù bevañ.
Ouzhpenn robotoù gant tresoù denel e vez kavet reoù all, robotoù brezel el lodennoù eus ar filmoù o tiskouez ar brezel en dazont etre Skynet ha tud ar Rezistañs. Hydrobots a zo bet savet evit tagañ an dud en dour. Darn ar robotoù nann denel a implij armoù plasma. Ar re-se a c'hell distrujañ aes ar boudoù-bev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.