stirad skinwel stadunanat skiant-faltazi (2008-2009) From Wikipedia, the free encyclopedia
Terminator: The Sarah Connor Chronicles (raloc'h berraet en Terminator: TSCC pe simploc'h TSCC) zo ur stirad skinwel skiant-faltazi ha drama stadunanat. Skignet eo bet gant ar Fox Broadcasting Company eus an 13 a viz Genver 2008 betek an 10 a viz Ebrel 2009. 31 lodenn a zo bet rannet e daou goulzad. Ur stirad skinwel spin-off eo eus ar frañchiz Terminator, hep kemer e kont darvoudoù Terminator 3: Rise of the Machines hag o kregiñ dres goude ar film Terminator 2: ar Varn ziwezhañ. Ar stirad a ro tro da heuliañ buhez Sarah Connor (c'hoariet gant Lena Headey) hag he mab John (Thomas Dekker), a glask talañ ouzh krouidigezh Skynet, un urzhiataer naouegezh artifisiel a vo kiriek da zeoù ur brezel nukleel a-enep Mab-Den anvet Ar Varn ziwezhañ.
Titl | Terminator: The Sarah Connor Chronicles |
---|---|
Anvet diwar | Sarah Connor |
Diazezet war | Terminator 2: Judgment Day |
Tachenn | stirad skinwel skiant-faltazi |
Krouet gant | Josh Friedman |
Original broadcaster | Fox Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwell | saozneg |
Deiziad kregiñ | 13 Gen 2008 |
Deiziad echuiñ | 10 Ebr 2009 |
Sevener | David Nutter |
Sonaozer | Bear McCreary |
Amleder | Warner Bros. Television |
Soundtrack release | Terminator: The Sarah Connor Chronicles |
Lec'h an istor | Los Angeles |
Hollved faltaziek | bed Terminator |
Roll an tudennoù | list of Terminator: The Sarah Connor Chronicles characters |
Roll ar rannoù | list of Terminator: The Sarah Connor Chronicles episodes |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Lec'hienn ofisiel | http://www.fox.com/blogs/terminator/ |
Media franchise | Terminator |
The Sarah Connor Chronicles zo bet krouet ha skrivet gant ar produer Josh Friedman, ar pezh a oa bet ar wech kentañ dezhañ labourat evit ar skinwel. Meur a embregerezh produiñ zo bet evel ar Warner Bros. Television. Goude-se e oa bet C2 Pictures, erlec'hiet goude-se gant The Halcyon Company evit ar c'houlzad 2. Produet e oa bet ar stirad skinwel gant krouerien C2, Mario Kassar hag Andrew G. Vajna, a oa bet ivez o produiñ ar film Terminator 3. Ouzhpenn e oa bet produerien all evel James Middleton hag ar rener skinwel David Nutter, dreist-holl evit ar c'hentañ lodenn. Sonerezh ar stirad a oa bet savet gant Bear McCreary (brudet evit sonerezh adsevel Battlestar Galactica).
The Sarah Connor Chronicles a oa bet aotreet da vezañ filmet e 2007 gant ur pal 13 lodenn en ur c'houlzad, a oa bet krennet e 9 lodenn dre ma oa bet harz-labour gant ar Writers Guild of America.
Skignet e oa bet an hanter eus ar c'hentañ koulzad a oa bet degemeret mat gant ar burutelladennoù, met gwelet e oa bet an niver a arvesterien o tiskenn hag ar burutelladennoù o vont war fallaat dre ma oa an eil koulzad o tremen er skinwel. The Sarah Connor Chronicles a oa bet nullet a-benn ar fin d'an 18 a viz Mae 2009, en desped d'ur c'hampagn gant an dud sot gant ar stirad evit ma vije kendalc'het ar produiñ gant ar Fox.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.