![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Johann_Heinrich_F%25C3%25BCssli_063.jpg/640px-Johann_Heinrich_F%25C3%25BCssli_063.jpg&w=640&q=50)
Teiresias
From Wikipedia, the free encyclopedia
Teiresias (Τειρεσίας Teiresías e henc'hresianeg, Tiresias e latin) a oa un diouganer dall eus Thebai hervez mojennoù Hellaz kozh. Eñ ha Kalc'has eo an diouganerien vrudetañ e mojennoù Hellaz. Brudet eo evit e varregezh da ziouganañ an darvoudoù hag abalamour ma oa cheñchet e maouez e-pad 7 vloaz. Mab e oa da Eueros, a oa mab d'ar Spart Oudaios, ha d'an nimfenn C'hariklo. Teir merc'h en doa: Manto, Historis ha Dafne.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Johann_Heinrich_F%C3%BCssli_063.jpg/640px-Johann_Heinrich_F%C3%BCssli_063.jpg)