From Wikipedia, the free encyclopedia
Tegucigalpa eo kêr-benn Honduras, gant 850 000 a annezidi ha 1,5 milion a dud en tolpad-kêrioù (2005). Emañ en un draoñienn, war ribl ar stêr Choluteca. Talvezout a rafe an anv Tegucigalpa kement ha « menez an arc'hant » e nahouatleg, ar yezh kaozeet eno gant an Indianed.
Sukr ha butun a reer e Tegucigalpa, diwar gounezadoù ar maezioù tro-dro. Ur greizenn vras eo ivez evit eztennañ aour hag arc'hant. Diazezet e voe Tegucigalpa er XVIvet kantved ha dont a reas da vezañ kêr-benn Honduras da vat e 1880, diwar-goust Comayagua. Eno emañ Skol-veur Vroadel Honduras, abaoe 1847. Er Mirdi Broadel ez eus un dastumad espar a pezhioù arz rakkolombian. E-kichen Tegucigalpa emañ aerborzh etrebroadel Toncontín.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.