![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f2/Myrpold_03.jpg/640px-Myrpold_03.jpg&w=640&q=50)
Liac'hven
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul lia-vaen, liac'h-vaen, liac'h, liac'hven[1], pe taol-vaen[2],[3],[4],[5], zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ.
Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an III milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter-Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er Iañ milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho (tumulus en unander), ha ne chom netra anezho peurvuiañ.
Iskevrennad eus | megalithic tomb ![]() |
---|---|
Danvez implijet | megalith ![]() |
Prantad | Neolitik, Oadvezh an arem, Kalkoliteg ![]() |
Stumm | rectangular cuboid ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6a/Korea-Ganghwado-Dolmen-01.jpg/640px-Korea-Ganghwado-Dolmen-01.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/75/Paulnabrone.jpg/640px-Paulnabrone.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fb/Hunebed-d27.jpg/320px-Hunebed-d27.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8b/Antadaaboboreira.jpg/640px-Antadaaboboreira.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d7/MaenyBardd.jpg/640px-MaenyBardd.jpg)
En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hoù-maen ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. E gwirionez ez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek, liestuek pe gelc'hiek.