![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/aa/Codex_Manesse_Tannh%25C3%25A4user.jpg/640px-Codex_Manesse_Tannh%25C3%25A4user.jpg&w=640&q=50)
Tannhäuser
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tannhäuser a oa ur Minnesänger hag ur barzh alaman eus an XIIIvet kantved. Ne ouezer tost netra diwar e benn, ha ne ouezer ket hag-eñ e voe anezhañ zoken. Ar roud nemetañ anezhañ eo e varzhonegoù : peurliesañ e soñjer e voent savet etre 1245 ha 1265. Soñjal a reer ez eo liammet ouzh ur familh a renk uhel anvet Thannhausen. Diskennidi ar familh a zo o chom hiziv an deiz e kastell Tannhausen, e-kichen Ellwangen ha Dinkelsbühl. Soñjal a reer ivez e voe ezel eus lez Friedrich II Aostria. Er Große Heidelberger Liederhandschrift e weler Tannhäuser gwisket gant dilhad an Urzh Teut, neuze e c'haller soñjal en dije kemeret perzh er pempvet kroaziadeg.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/aa/Codex_Manesse_Tannh%C3%A4user.jpg/640px-Codex_Manesse_Tannh%C3%A4user.jpg)