![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Downtown_Tampere4.jpg/640px-Downtown_Tampere4.jpg&w=640&q=50)
Tampere
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tampere (Tammerfors e svedeg) zo ur gêr vras eus Finland, e mervent ar vro. E rannvro Pirkanmaa emañ, etre div lenn, an Näsijärvi hag ar Pyhäjärvi. Liammet eo an div lenn-se gant ar stêr Tammerkoski a dremen a-dreuz kêr. A-hed istor Tampere eo bet pouezus an implij a zo bet graet eus nerzh lammoù-dour ar stêr-se, implijet bremañ da broduiñ tredan.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Downtown_Tampere4.jpg/640px-Downtown_Tampere4.jpg)
E 2015 e oa 223 292 a dud o chom e Tampere, ha 313 058 a annezidi a oa en tolpad-kêrioù. Gant se ez eo Tampere an eil tolpad-kêrioù brasañ e Finland, goude Helsinki.