From Wikipedia, the free encyclopedia
Talal ben Abdallah (arabeg : طلال بن عبد الله Talal ben Abd Allah), bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1909 e Mekka, Impalaeriezh otoman ha marvet d'ar 7 a viz Gouhere 1972 en Istanbul, Turkia, a oa mab henañ Abdallah Iañ Jordania hag he wreg kentañ Mousbah bint Nasser.
Talal Iañ Jordania | |
طلال بن عبد الله Talal ben Abd Allah | |
Poltred ofisiel | |
Roue Jordania | |
Ren | 20 a viz Gouhere 1951 11 a viz Eost 1952 |
Kentad | Abdallah Iañ Jordania |
Warlerc'hiad | Hussein Iañ Jordania |
Ganedigezh | 26 a viz C'hwevrer 1909 Mekka, Impalaeriezh otoman |
Marv | 7 a viz Gouhere 1972 Istanbul, Turkia |
Tiernac'h | Hachemited |
Tad | Abdallah Iañ Jordania |
Mamm | Mousban bint Nasser |
Relijion | Islam sunnit |
Roue Jordania e voe d'e dro goude drouklazhadenn e dad d'an 20 a viz Gouhere 1951 e Jerusalem.
En abeg da gudennoù yec'hed, a voe deznaouet evel skinofreniezh[1], e voe rediet da zilezel an tron d'an 11 a viz Eost 1952.
E vab Hussein, 17 vloaz, a voe roue Jordania neuze.
E ti e dud e voe skoliataet Talal ben Abdallah kent mont d'ar Rouantelezh-Unanet da heuliañ ur stummadur milourel e Royal Military College Sandhurst, Berkshire[2].
E 1929 e voe diplomet, ha mont a reas da isletanant e rejimant marc'hegerezh al Legion Arab, a oa stag ouzh ur rejimant breizhveurat e Jerusalem hag ouzh ar Royal Artillery ("Kanolierezh Roueel") e Baghdad.
Un ofiser 43 bloaz e oa Talal ben Abdallah pa voe lazhet e dad e moskeenn Al-Aqsa Jerusalem ; gant e dad-kozh e oa Hussein, 15 vloaz ha mab Talal, a voe saveteet dre berzh ur vedalenn a oa war e vruched, ma tazlammas ur boled bet tennet gant an drouklazher – ur Palestinian yaouank, gougemennet gant ur c'havailhad ne felle dezhañ e vije peoc'h etre Jordania hag Israel.
Petra bennak ma voe berr e ren e tegasas Talal Iañ Jordania araokadennoù bras er rouantelezh : ur vonreizh nevez a voe kaougantet d'ar 1añ a viz Genver 1952, a lakae ar gouarnamant en e bezh da vezañ atebek a-stroll dirak Parlamant ar rouantelezh, pep ezel anezhañ o vezañ atebek en un doare hiniennel ivez.
A-hed e ren e klaskas Talal Iañ Jordania habaskaat an darempredoù etre Jordania hag ar Stadoù arab amezek – Arabia Saoudat hag Egipt pergen, a oa bet brouzet ouzh e dad Abdallah Iañ Jordania en abeg d'e strivoù da gavout peoc'h gant Israel.
En Istanbul e varvas Talal Iañ Jordania d'an oad a 63 bloaz, ha beziet e voe e Mozoleon Roueel Amman.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.