An Treuzdougen Herrek Rannvroel pe THR (e galleg Transport Express Régional pe TER) zo ur merk kenwerzhel eus ar c'hevredad "SNCF Voyageurs" implijet evit an treuzdougen etre kêrioù e trenoù ha kirri-boutin e Frañs dre genemglevioù etre an SNCF hag ar rannvroioù melestradurel. Komz a reer eus an Trenioù Herrek Rannvroel (THR) evit trenioù ar rouedad-se (Train Express Régional pe TER e galleg).

Thumb
Ur Z23500 e liv da Rannvro Aovern-Ron-Alpoù.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...
Treuzdougen Herrek Rannvroel
Thumb
train and rail category, train service
Iskevrennad eusrouedad treuzdougen foran, train and rail category Kemmañ
Rann eusrail transport in France Kemmañ
Deiziad krouiñ31 Meu 1984 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
SRGB color hex triplet004494 Kemmañ
OberataerSNCF Voyageurs Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel1986 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.sncf-voyageurs.com/fr/voyagez-avec-nous/en-france/ter/ Kemmañ
State of usein use Kemmañ
Serriñ

Krouet e voe e 1986 ha kenveret eo gant ar Rannvroioù hag an SNCF abaoe 2002, nemet en Enez-Frañs (ha kêrioù zo e Centre-Val de Loire, Normandi ha Hauts-de-France) lec'h ma reer gant ar merk "Transilien", hag e Korsika lec'h m'eo bet divizet gant Strollegezh Korsika reiñ ar merañ d'ur c'hevredad ekonomiezh kemmesk (KEK) anvet "camini di ferru di a Corsica" pe "chemins de fer de la Corse" (CFC). E Lyon emañ sez ar c'hevredad "SNCF voyageurs" karget da gorvoiñ ar merk hag ar rouedad. Goude adreizh tiriadel 2015 e oa bet kenstrollet rouedadoù THR zo e 2016 ha 2017. En amzer dazont e vo digoret ar rouedad da gevratoù kevezer gall pe europat.

Thumb
Al logo abaoe 2002.

Kresket en doa an niver a veajourien etre 2002 ha 2012, digresket en doa etre 2012 ha 2016 ; kreskiñ a ra adarre abaoe 2017[1]. Ar feur leuniañ a oa 25% e 2016[2].

Hervez an SNCF e 2016 e laboure 28 000 implijiad evit ar c'hinnig THR en 11 "Rannvro THR", evit ur c'hrengreadur a 4 miliard a euroioù.

Hervez an danevell graet gant Lez ar c'hontoù e 2019 diwar-benn an THR e sav ar c'houstoù hollek da 8,5 miliard a euroioù, 88% anezho skoaziadennet gant ar Stad (2 viliard) hag ar Rannvroioù (3,9 miliard).

An THR e Breizh

Gwelet ar pennadoù THR Breizh ha THR Broioù al Liger.

E Breizh ez eus daou THR, anvet "Breizhgo" e Rannvro Breizh hag "Aléop" e Broioù al Liger. Strollañ a reont beajoù gant trenioù, kirri-boutin, ha listri evit darbariñ an inizi.

Linennoù zo a zo e div Rannvro, kenemglevioù zo etre ar rannvroioù neuze. Da skouer, meret eo al linenn Caen-Roazhon gant "TER Normandie" hepken, met kenveret eo Orleañs-Naoned/Ar Groazig gant "TER Centre-Val de Loire" ha "TER Pays de la Loire" (ar servij "Interloire" a vez graet anezhi), ha kenveret eo al linenn Brest/Kemper - Naoned gant "TER Bretagne" ha "TER Pays de la Loire".

Linennoù zo a zo anvet "Trenioù Touristel THR" gant an SNCF, da skouer al « ligne Baie » e Bae Menez-Mikael.

Liamm diavaez

Daveoù ha notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.