From Wikipedia, the free encyclopedia
An tank T-26, a oa un tank troadegiezh skañv eus URSS implijet e-pad brezelioù ar bloavezhiooù 1930 hag e-pad an Eil Brezel-bed. Un doare gwellaet e oa eus ar Vickers 6-Ton saoz. Bez e voe unan eus ar gwellañ tankoù savet er bloavezhioù 1930 betek ma voe krouet armoù enep tankoù a c'helle toullañ an hobregon skañv.
Iskevrennad eus | tank skañv |
---|---|
Brezel | Brezel Spagn, Eil Brezel-bed, Talvisota |
Heuliet gant | BT-series tank |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Manufacturer | Obukhov State Plant |
Powered by | straight engine |
Treset gant | Vickers-Armstrongs |
Lakaet er servij | 1931 |
Service retirement | Eost 1945 |
Produet e voe kalz muioc'h an tank-se evit ar re all a oa er memes maread. Ouzhpenn 11 000 a voe savet. E-pad ar bloavezhioù 1930, an URSS a broduas 53 doare disheñvel eus an tank T-26. Lod anezho a oa tankoù skarzher-tan, reoù doare karbed ijinerien stourm, doare kanol emgefreek, traktourioù kanolierezh. Tri stumm disheñvel warn-ugent a voe produet dre linennoù sevel, ar peurrest a oa reoù taol-arnod.
An T-26 gant ar BT a oa nerzhioù diazez hobregonet al Lu Ruz e-pad mare an etre daou brezel. An T-26 a oa an tank implijetañ e-pad Brezel diabarzh Spagn (1936-1939) hga ur roll bras en devoa bet e-pad Emgann Lenn Khasan e 1938. implijet kalz e voe ivez e-pad Brezel ar Goañv (1939–40). Daoust ma oa dispredet pa oa kroget an Eil Brezel-bed, an tankoù T-26 a oa ar re niverusañ c'hoazh el Lu Ruz a-fed nerzh hobregon pa oa bet taget ar vro gant Alamagn an trede Reich hag e harperien e miz Even 1941 e-pad an Oberiadur brezel Barbarossa. An T-26 a oa be timplijet a-enep an Alamanted hag o harperien e-pad Emgann Moskov (1941–42), Emgann Stalingrad (1942-1943) hag Emgann ar C'haokaz (1942–1943). Lod unvezioù tankoù T-26 eus Talbenn Leningrad o devoa implijet anezho betek 1944. An tank skañv soviedel T-26 a oa bet implijet betek Eost 1945, e-pad faezadenn Japaniz Lu ar ar C'hwantung Army e Manchouria.
An T-26 a oa bet ezporzhiet kalz hag implijet e Bro-Spagn, China ha Turkia. Tankoù T-26 a voe adimplijet gant soudarded Finland, Alamanted, Roumaniz hag Hungariz. An tank a oa unan savet mat, aes da zerc'hel e stad mat, hag an tank diazez a oa bet gwellaet etre 1931 ha 1941. Paouezet e oa bet da ijinañ tankoù T-26 gant doareoù nevez adalek 1940.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.