![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4c/Szeged-tisza3.jpg/640px-Szeged-tisza3.jpg&w=640&q=50)
Szeged
From Wikipedia, the free encyclopedia
Szeged (distaget [ˈsɛɡɛd] en hungareg) zo ur gêr eus Hungaria, er c’hreisteiz da Vudapest, e kember ar stêrioù Tisza ha Maros, e kontelezh Csongrád. War-dro 170 000 a annezidi zo enni (e 2011).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4c/Szeged-tisza3.jpg/320px-Szeged-tisza3.jpg)
Kêr bennañ kreisteiz Hungaria eo, nepell diouzh harzoù Serbia ha Roumania, ha brudet eo Skol-veur Szeged. Anavezet eo korn-bro Szeged abalamour ma c’hounezer kalz paprika ennañ.
A-gozh eo anavezet Szeged ha Partiscum e oa hec’h anv da vare ar Romaned. Eus 1183 eo ar meneg kentañ eus an anv hungarek Szeged. Sez gouarnamant enep-dispac’hel Hungaria e voe Szeged e 1919, pa oa bet embannet Republik Soviedel Hungaria gant ar gomunourien e Budapest.