Swinge
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Swinge (The Swinge e saozneg) eo ar gasenn-dour a red etre an inizi Aldernez ha Burhou, e Mor Breizh, ha Passage au Singe a vez laret e galleg eus al lec'h-se.
Corbet Rock zo e-kreiz ar Swinge. Dont a rafe an anv Corbet Rock eus hini an tiegezh Corbet.
Al Little Swinge a vez lavaret eus ar Swinge etre Burhou ha Les Nannels. The Race (of Alderney), pe Le Raz Blanchard, a vez laret eus an tremen en tu all da Aldernez, etre Aldernez hag aod Normandi.