Ur suner-gwad a zo un den marv-bev hag en em vag diwar gwad an dud vev. Kousket a ra e teñvalijenn e vez adal gouloù-deiz betek serr-noz peogwir e vefe lazhet gant sklerijenn an deiz. Spontet e vez pe gant un ivin-kignen pe ur skourrig roz-ki pe ur skourrig spern-gwenn pe ur groaz pe ur melezour.
Krogit e-barzh! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kalz istorioù sunerien-wad zo bet ijinet en oberennoù faltazi, Drakula o vezañ an dudenn vrudetañ an holl anezho.
E brezhoneg
Burtul, ar suner-gwad, danevell e-barzh Al Liamm, Niv. 177; p.243, gant Jef Philippe.
Ur banne e kêr, danevell e-barzh Ur voutailh war an traezh, p.22, gant Mark Kerrain.