Sul (deiz)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Sul eo an deiz etre ar Sadorn hag al Lun. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar seizhvet deiz eus ar sizhun, hag an hini diwezhañ. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar c'hentañ deiz eta. Dont a ra an anv eus anv latin an heol, Sol (Helios e gregach), a oa ur blanedenn hervez soñj tud an Henamzer. E-pad an impalaeriezh-uhelañ e oa anavezet an deiz-se e latin: Sulius Dies, diwar anv an Heol (klotañ a ra al latin "s" gant ar predeneg "h"). Pa oa deuet an impalaeriezh da vezañ kristen (sened Nikea, +325) e oa bet kemmet anv an deiz-se e: Dies dominicus, deuet da vout dimanche e galleg. Met an anv latin a zo chomet e brezhoneg: Sul.
En deiz-se eo an deiz dilabour pennañ eus ar sizhun e meur a vro dre ar bed, ar bed kornôgat da gentañ penn hag ar broioù levezonet gantañ.