![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5a/Couder_Stati_generali.jpg/640px-Couder_Stati_generali.jpg&w=640&q=50)
Stadoù-Meur (1789)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Stadoù-Meur 1789 (Les États généraux de 1789) a voe un emvod meur gant kannaded teir urzh ar gevredigezh eus rouantelezh Bro-C'hall a voe galvet gant Roue Bro-C'hall ha Navarra, Loeiz XVI, d'ar 24 a viz Genver 1789.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5a/Couder_Stati_generali.jpg/640px-Couder_Stati_generali.jpg)
1139 kannad a voe dilennet eus ar broioù dilenn, hervez reolenn hollek ar 24 a viz Genver 1789 gant an taolennoù ouzhpennadur, hag er broioù stad hervez o reolennoù dibar.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/69/My_Parliament1789.svg/320px-My_Parliament1789.svg.png)
Goude ma voe doublet an niver a gadorioù evit kannaded an Trede-urzh, lakaet da dalvezout adal ar 27 a viz Kerzu 1788 dre lezenn, ha goude ma voe nac'het gant kannaded an noblañs eus Breizh da vont di, deputeed an Trede-urzh a voe ar re niverusañ.