From Wikipedia, the free encyclopedia
Patrom:Infobox Boued Spaghetti zo toazennoù hir, moan ha kranek, stumm ha liv plouz ganto tamm pe damm. Ur meuz dibar eus keginerezh Italia eo, anavezet er bed a-bezh, ha gallout a reont bezañ aozet gant traoù a bep seurt : legumaj, hili, keuz, boued-mor, kig, louzeier (evel bazilik, marjol-ki...). Graet e vezont gant semoul gwinizh kalet peurliesañ, hag 20 da 30 sm hed int.
Spaghetti eo liester ar ger italianek gourel spaghetto, da lavaret eo ur spago bihan, ur fiselenn vihan. Spaghetti a dalv fiselennoù bihan eta.
Poazhet e vez ar spaghetti en dour berv holenet, al dente hervez ali an Italianed. Kalz rekipeoù zo en Italia hag er bed. Un doare boutin da zebriñ anezho e bro an toazennoù eo gant un hilienn domatez ha keuz rasklet (grana padano, parmezan pe pecorino romano). Daou zoare brudet eo ar spaghetti giz Bologna (gant un hilienn tomatez, ognon ha kig-bevin) hag ar spaghetti alla carbonara (gant dienn ha larjezennoù). Un doare all zo gant boued-mor ha morzhed-hoc'h war un dro.
Kantadoù a rekipeoù zo evito. Gallout a reer menegiñ :
Spaghetti a vez kavet e meur a zarvoud : er gomedienn Miseria e nobiltà gant Eduardo Scarpetta er c'hoariva ha gant an aktour Totò er sinema, ma ya an toazennoù e chakodoù chupenn an dudenn. Brudet eo an darvoud e-barzh ar film Un americano a Roma gant Alberto Sordi o c'hoari an Amerikan o tebriñ ur mell asiedad spaghetti.
Spaghetti zo debret ivez gant tudennoù an dresadenn-vev Itron hag ar C'hantreer eus ar studio Disney.
« Western spaghetti » a vez graet eus ur stil westernoù sevenet gant filmaozerien italian evel Sergio Leone.
Euzhvil ar Spaghetti-Nij eo ar boud dreistnatur enoret gant ar Bastafariegezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.