From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar sonerezh keltiek eo an anv a roer dre vras da sonerezh ar broioù keltiek.
Gant Alan Stivell eo bet ijinet meizad ar Sonerezh keltiek ha skignet e-touez an holl. Met strizh eo ar ster a vez roet d’ar ger-se gant an dud, daoust m’en deus talvoudegezhioù lies. An termen "Sonerezh keltiek" a blij kalz da Alan Stivell, met n’eo ket a-walc’h evit termeniñ holl arvezioù e sonerezh. Alan Stivell zo ivez unan eus mistri ar pezh a vez anvet "Cross-over" ; rak bet eo, ha bez’ eo c’hoazh, unan eus difennerien veur ar meskañ sevenadurioù. Ouzhpenn brudañ ar Sonerezh breizhek ha keltiek modern en deus graet Alan Stivell, pa’z eo bet unan eus ar re o deus krouet meur a seurt sonerezh er bed : Folk-rock, pop, jazz pe Ambient, ha dreist-holl World music en deus dispaket an deorienn anezhañ kerkent ha war e bladenn Reflets e 1970.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.