Smith & Wesson Brands, Inc., skrivet alies S&W e bed an armoù, zo un embregerezh stadunanat a brodu armoù-tan hiniennel dreist-holl. Diazezet eo e Maryville (Tennessee).
Krouet e oa bet Smith & Wesson e 1856 gant Horace Smith ha Daniel B. Wesson dindan an anv Smith & Wesson Revolver Company. O embregerezh kent, ar Smith & Wesson Company, adanvet Volcanic Repeating Arms, a voe gwerzhet da Oliver Winchester hag a deuas da vezañ ar Winchester Repeating Arms Company.[1]
Brudet eo ar merk evit e revolverioù dreist-holl, met armoù-tan hiniennel a bep seurt ha dafar evir polis (grizilhonoù, chadennoù evit ar brizonidi stadunanat) a sav ivez. Gant Smith & Wesson e oa bet ijinet kalibroù kartouchennoù implijet kalzik hiziv an deiz evel an .38 Special (e 1902) pe an .357 Magnum (e 1935).
.500 S&W Magnum, savet evit bezañ ar munision arm-dorn galloudusañ er bed.
Revolverioù
Diazezet eo ar bras eus ar revolverioù Smith & Wesson war un nebeud frammoù disheñvel an eil diouzh ar re all dre o stumm hag o ment. Anvet eo ar frammoù-mañ gant lizherennoù disheñvel.[2] Kalibr an armoù meneget a zo skrivet etre krommelloù.
Rummad produet asambles gant Walther. Pistolennoù kambret e meur a galibr, evel da skouer e 9 mm Parabellum, .40 S&W, ha .45 ACP.
Rummad M&P
Pistolennoù e polimer savet adalek 2005 evit marc'had an arme hag ar polis (Military & Police). Kambret eo pistolennoù ar rummad e meur a galibr: 9 × 19 mm, .40 S&W, 5.7 x 28 mm, .22 WMR ha .357 SIG. Ur stumm .22 LR M&P a voe ijinet asambles gant Carl Walther ha produet en Alamagn. Ur stumm .45 ACP a voe produet e 2007. Mentoù pistolennoù disheñvel a gaver er rummad M&P.
Rummad SD VE
Rummad boulc'het e 2012 e kalibroù 9 × 19 mm ha .40 S&W.
Rummad SW1911
Stumm Smith & Wesson ar Colt M1911 boulc'het e 2003 ha kambret e .45 ACP.