From Wikipedia, the free encyclopedia
Skania (Skåne e svedeg) zo ur rannvro douaroniel eus Sveden e beg kreisteisañ ledenez Lec'hlenn, hag ur broviñs istorel (landskap) e Rouantelezh Sveden, ur broviñs e Rouantelezh Danmark a-raok 1658 ha lod eus douaroù istorel Danmark, hag ivez, abaoe 1997, ur gontelezh (län) eus Sveden. En hanternoz emañ proviñsoù Halland, Småland ha Blekinge, er reter ha kreisteiz ar Mor Baltek, hag er c'huzh-heol strizh-mor Oresund.
Un darn eo eus Rannvro Oresund, ur rannvro dreistbroadel. War-dro 130 km hed zo dezhi a hanternoz da greisteiz, hag en em astenn a ra Skania e nebeutoc'h eget 3% eus gorread Sveden. 1 250 000 a dud zo o chom enni (2011), da lavarout eo 13% eus poblañs Sveden en holl.
Abalamour d'al liammoù istorel gant Danmark, d'ar gompezenn ec'hon ha d'an hin glouaroc'h e seller ouzh Skania evel ur vro disheñvel diouzh ar peurrest eus Sveden[1].
Gwelout Istor Skania ha Skåneland.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.