Gurmukhī
From Wikipedia, the free encyclopedia
An doare-skrivañ gurmukhi (ਗੁਰਮੁਖੀ pe ਗੁਰਮੁੱਖੀ; RLVK: gurmukhī) a zo un abugida bet diorroet hag unvanet gant Gourou Angad Dev er XVIvet kantved diwar diazez ar skritur charadek (sharada) a-ratozh kaer evit skrivañ ar panjabeg (ਪੰਜਾਬੀ). Skrivet e c'hell bezañ ar pandjabeg (punjabi) oc'h implijout doareoù-skrivañ all, evel hini an arabeg (skritur chahmukhie) e Pakistan, met deuet eo da vezañ ar gurmukhi skritur sakr ar sikhed a orin panjabat dreist-holl.