Ar skourjezañ eo ar reiñ taolioù skourjez. Ur c'hastiz eo bet, hag ur boureverezh. Alies e veze staget an dud kondaonet ouzh ur post, a-wechoù post-ar-vezh, da vezañ skourjezet pe bazhataet.
Skourjezañ zo bet graet a bell zo hag e meur a vro evit kastizañ an dud. A-wechoù, evit ober muioc'h a boan, e veze staget eskern bihan, pe peget plom, ouzh penn al lêrennoù.
Sed amañ skouerioù eus pegoulz ha pelec'h e veze implijet ar skourjezañ hervez al lezenn:
E Sparta e veze gwelet evel un amprouenn ma c'halle an den yaouank diskouez e nerzh da stourm ouzh ar boan.
Er Bibl (Deuteronom 25, 3) e lenner ne veze ket roet ouzhpenn daou-ugent taol gant an Hebreed, ha gant aon a faziañ war ar gont hag evit mirout a vont dreist al lezenn e veze paouezet da skeiñ pa veze kontet nav ha tregont. .
e Rusia e veze implijet ur skourjez anvet knout; an tsar Pêr Iañ Rusia a lazhas e vab a daolioù knout;
war al listri saoz e veze skourjezet ar vartoloded disent gant ur skourjez anvet cat o' nine tails (kazh e nav lost); a-wechoù e veze evezhiet gant ur medisin a lakae an abadenn da baouez ma kave dezhañ e c'halle ar martolod kondaonet mervel gant an taolioù.
da vare ar sklavelezh e veze skourjezet ar sklaved disent. Brudet eo ar skourjezadegoù-se el lennegezh portugalek, er romant A escrava Isaura hag er goñchenn Negrinha,[1] entre meur a hini.
Er relijion kristen e vez implijet ar skourjezañ d'ober pinijenn diwar skouer Jezuz a voe skourjezet gant ar soudarded roman, hervez an Aviel.
Merzherien zo avat a voe skourjezet d'ar marv, evel Santez Engracia.
Er relijion chiit e vez abadennoù emskourjezañ ivez, gant ar zanjir (chadenn).
En Tomba Della Fustigazione, ur bez etrusk en Italia, ez eus bet kavet ul livadur ma weler koshañ skeudenn eus skourjezañ un den. Tud zo a gav o flijadur reizhel o skourjezañ tud all, re all o vezañ skourjezet. Unan eus ar parafiliezhioù eo.