Sklêrijennoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Sklêrijennoù (saozneg : Enlightenment, alamaneg : Aufklärung, galleg : Lumières) a oa ul luskad sevenadurel, prederouriel, lennegel ha gouiziek hag a zeu war-wel e-pad eil hanter ar XVIIvet kantved. Prederourien evel Spinoza, Locke, Bayle ha Newton a voe e-touez ar re gentañ. Emledañ en doa graet al luskad war-zu peurrest Europa en XVIIIvet kantved. Roet en deus bet al luskad an anv d'ar mare-se graet anezhi Kantved ar Sklêrijenn.
Dre emouestl izili al luskad o stourm a-enep ar gwaskoù relijiel ha politikel, en em wele evel ur vegenn o labourat evit araokadur ar bed, o talañ ouzh an diskiant, an amreol, an deñvalijenn, ha kement brizhkredenn chomet abaoe ar c'hantvedoù en a-raok.
Deuet int a-benn da neveziñ ar ouiziegezh, buhezegezh o amzer. Levezon o skridoù a oa bet un awen diazez da darvoudoù meur fin an XVIIIvet kantved evel Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika pe an Dispac'h gall c'hoazh.
Al luskad nevezadur speredel ha sevenadurel-se a chom europat dreist-holl, deuet eo a-ziwar mennozhioù an Azginivelezh. Emledet eo ar mennozhioù-se war Europa, gerioù e yezhoù all a oa bet krouet evit ober eus al luskad. Er yezhoù-se e vez lakaet war-raok e vez ar sklêrijenn o tont eus an diavaez e doare ur « sklêrijennadenn », e galleg ar gêr a laka war-raok e teufe ar sklêrijenn eus an den e-unan. A-vras war tachennoù ar skiantoù hag ar brederouriezh, ar sklêrijennoù a oa deuet a-benn da drec'hiñ ar feiz hag ar c'hredennoù. War an dachenn bolitikel hag ekonomikel ez eo trec'h ar vourc'hizien war an noblañs hag ar gloer.